Copiez ce code et collez-le sur votre site pour afficher l'encart
Ou vous pouvez la partager sur les réseaux sociaux
Êtes-vous sûr de vouloir supprimer tous les documents de la sélection courante ?
Vous souhaitez réserver un exemplaire.
Attention! Souhaitez-vous vraiment annuler votre inscription ?
Syracuse
OBER UN ENKLASK ?
1. An enklaskoù eeun
a. Petra eo pal an enklaskoù ?
Mont a ra al lusker enklaskoù da furchal en dielloù niverel lakaet war-wel war ar Porched (gwelet roll ar genoberourien) koulz hag en teuliadoù dre demoù deut da voueta ar Porched.
Roet e vez an tu deoc’h da c’hoût, dre an enklask, hag-eñ zo deus dielloù zo a denn d’ar pezh emaoc’h o klask.
b. E pelec’h e c’haller ober enklaskoù ?
Grit gant ar varrenn eeun evit ober un enklask. War holl bajennoù al lec’hienn e vez kavet, ha ganti e vezoc’h kaset war-eeun, pa garit, d’an dalc’hadoù.
Barrenn an enklaskoù eeun
c. Penaos ober un enklask ?
Aezet-kaer eo ober un enklask : en holl luskerioù enklaskoù e vez trawalc’h bizskrivañ, er varrenn graet espres-kaer, ar gerioù a glot ar gwellañ gant ar pezh e vezoc’h o klask. Anv un diell bennak, anv un aozour, gerioù a zispleg un tem bennak… a c’hallit skrivañ.
Kinniget e vez disoc’hoù deoc’h an tostañ d’ar pezh bet bizskrivet ganeoc’h.
Seul vui a ditouroù en enklask, seul resis an disoc’hoù.
Er c’hontrefed, ma ne lakait nemet ur ger er varrenn enklask e teu kalz muioc’h a zisoc’hoù war-wel.
d. Petra a dalv ar c’hinnigoù a zeu war-wel pa ran un enklask ?
Pa vizskrivit gerioù zo e-barzh ar varrenn enklask e teu troiennoù war-wel. Kinnigoù int, tennet deus an dielloù kinniget war ar Porched, a dalv da skoazell ac’hanoc’h en hoc’h enklaskoù. Trawalc’h e vez deoc’h klikañ war unan deus an troiennoù-se evit ma krogfe an enklask war an danvez-se.
e. Penaos goût hag-eñ zo tu da welet an dielloù ?
e.1. War bajenn an disoc’hoù
War bajenn an disoc’hoù e c’hallit gwelet, dindan anv pep diell, ur meneg resis. Tri doare da welet an dielloù zo :
Unan deus an tri meneg-se e vez skrivet war bajenn an disoc’hoù :
e.2. War ar verrdiell
E-mesk titouroù ar verrdiell e kaver ar menegoù-se ivez :
f. Penaos adkavet an dielloù a-bouez din war roll an disoc’hoù ?
O paouez ober un enklask emaoc’h ha kalzig a zisoc’hoù zo kinniget deoc’h. Tu zo deoc’h titouriñ al lusker enklask en ur glikañ war « Resisaat », a-zehoù, da zigentañ.
« Taligoù » a zo kinniget deoc’h : siloù int, a c’hallit lakaat ouzhpenn evit resisaat hoc’h enklask ha digreskiñ niver an disoc’hoù.
Etre krommelloù e teu war-wel an niver a zielloù a glot gant pep talig.
Ar siloù a reer gante an aliesañ eo :
Trawalc’h deoc’h klikañ war ar pezh a faot deoc’h goût : lañset eo an enklask nevez e-mesk an disoc’hoù ho poa bet da zigentañ. Meur a wech e c’hallit titouriñ ha resisaat hoc’h enklask e-giz-se.
E-krec’h pajenn an disoc’hoù emañ notennet an holl siloù ho peus lakaet e pleustr en hoc’h enklask, el lodenn « Ma enklask ». Tu zo deoc’h skarzhañ ur sil pe meur a hini en ur glikañ war ar groazig a-zehoù da bep hini anezhe.
g. Penaos dibab an disoc’hoù ?
Urzhiet e vez disoc’hoù hoc’h enklask ar re dostañ (nested) ouzh ar gerioù ho peus bizskrivet da zigentañ, evit respont d’ar gwellañ d’ho koulenn.
Cheñch an urzh-se a c’hallit ober e tri mod :
h. Penaos lakaat a-gostez an dielloù a-bouez din ?
Goude pep enklask e c’hallit choaz dielloù a zo a-bouez deoc’h ha lakaat anezhe a-gostez, evit adkavet anezhe aezet. Evit se ec’h eo trawalc’h deoc’h klikañ e-barzh ar c’hombodig a-zehoù da anv an diell.
Mont a ra anv an diell war-eeun da brenestrig ho choazoù e-krec’h a-gleiz ho skramm.
Enrollet eo ho choaz ha keit ha ma chomit war al lec’hienn e c’hallit gwelet anezhañ, pe cheñch ar roll :
Pa zeu ho roll war-wel e c’hallit ezporzhiañ anezhañ er stummoù PDF, CSV pe HTML en ur glikañ war ar bouton
i. Penaos moullañ ar berrdielloù a-bouez din ?
Evit moullañ ar berrdielloù a faot deoc’h miret eo dav ezporzhiañ anezhe er stumm PDF, gant ar bouton
, digoriñ an diell da heul, p’eo bet pellgarget, ha moullañ anezhi.
j. Penaos gwelet an titouroù war an dielloù ?
Evit gwelet an titouroù war un tamm diell bennak, klikit war anv an diell war bajenn disoc’hoù hoc’h enklask.
Ur verrdiell a zeu war-wel, e-lec’h ma kaver :
k. Da betra e talv al liammoù-pad war ar berrdielloù ?
Da eilañ ul liamm davet ar verrdiell e talv al « liamm-pad », ha da lakaat anezhañ war ur diell niverel all.
Evit eilañ al « liamm-pad », grit ur c’hlik a-zehoù warnañ, ha war « Eilañ chomlec’h al liamm ». Savit ul liamm gourskrid war ho tiell deoc’h ha spegit ar chomlec’h bet eilet. Klikañ war al liamm nevez-se a gaso ac’hanoc’h war-eeun d’ar verrdiell war ar Porched.
2. Ober enklaskoù titouret
a. Penaos ober gant ar beskañ ?
Evit tennañ ho mad deus ar beskañ, grit gant an arouez *. Bez’ e c’hallit ober gantañ da heul ur ger el liester (da skouer : cheva* evit ar gerioù galleg cheval ha chevaux), evit beskañ meur a c’her deus ar memes familh (da sk. : musi* evit ar gerioù galleg musique, musicologie, ha kement zo).
Beskañ a vez graet gant al lusker enklask ez-aotomatek, ne vo ket ret deoc’h ober gant an arouez * bewech.
b. Penaos ober gant an oberataerioù « AND », « OR », « NOT » ?
Enklaskoù gant an oberataerioù AND, OR ha NOT a c’hallit ober.
Mat da c’hoût : un urzh-blein zo d’an oberataerioù. Muioc’h a bouez o dez AND ha NOT en un enklask evit an oberataer OR.
c. Penaos ober ma ne ouian ket re penaos e vez skrivet ar ger-mañ-ger ?
A-wechoù ne ouier ket re penaos e vez skrivet ur ger bennak. Diskouezit kement-mañ d’al lusker enklask en ur vizskrivañ an arouez « ~ » a-raok ar ger-se : furchal a ra al lusker evit kavet doareoù all da skrivañ ar ger.
Da c’hoût /em> : ma ne rafec’h ket gant an arouez « ~ » ha ma vefe ur fazi er ger bizskrivet ganeoc’h e klasko al lusker enklask kement ger heñvel a-walc’h ouzh ar ger bizskrivet.
d. Penaos klask un droienn resis ?
Ma fell deoc’h ober un enklask war un droienn resis, lakait klochedigoù « » en-dro d’an droienn. E mod-se ne vo klasket nemet an dielloù e-lec’h ma kaver an droienn-se rik-ha-rik.
Taolenn