0 avis
Ur sizhun, un istor : sizhun 47
Vidéo
24 a viz Du 1972. Echu eo harz-labour "Kaolined Plemet", goude 9 sizhunvezh a stourm dibaouez. A-drugarez d'al lusk a oa bet roet gant emsav ar Joint Français e miz Mae e St Brieg e oa krog' ar c'hant-ugent labourer gant un harz-labour dibaouez evit goulenn ma vefe uhelaet o gopr ha gwellaet o aozioù labour. Abaoe kreiz an 19vet kantved e vez korvoet gant an uzin-mañ ur gwelead Kaolin, ur seurt pri gwenn implijet d'ober porselen, prierezh ha paper. A bep seurt manifestadegoù, emvodoù-meur hag emgannoù gant an archerien a zo bet filmet gant Jean-Louis Le Tacon hag ar strollad Torr e Benn d'ar mare-se. Harz-labour ar C'haolined a zo da vezañ lakaet e-touez un emsav ledanoc'h da c'houde Mae 68, pa voe Breizh o vevañ un toullad stourmoù sokial, politikel ha sevenadurel.