FAG
Ar raktres
Petra eo Bretania ?
Kinniget e vo Bretania dre ar munud deoc’h pa ’po kliket war al liamm-mañ.
Petra eo an danvez embannet ?
Pennadoù-skrid, teuliadoù dre demoù, videoioù ha danvez liesvedia ac’h a d’ober Bretania. Kinniget e vo an danvez-se deoc’h pa ’po kliketwar al liamm-mañ. (Tro Breizh).
Piv eo ar genoberourien ?
Kement den hag aozadur publik pe prevez, dielloù niverel a denn da Vreizh en o dalc’h, a c’hall kemer perzh e Bretania. Ur c’hinnig dre ar munud a zeuy war-wel pa ’po kliket war al liamm-mañ. (Kenober).
Penaos mont da genoberour ?
Meur a zoare zo da gemer perzh e Bretania. Lennit hiroc’h en ur glikañ war al liamm-mañ (Penaos).
An enklaskoù
Penaos ober un enklask ?
Klikit war al liamm-mañ (Ober un enklask) evit lenn dre ar munud penaos ec’h a en-dro lusker enklaskoù Bretania
Peseurt titouroù zo war ar berrdielloù ?
- Anv an diell
- Doare an diell
- Doare da welet an diell e dalc’h ar c’henoberour
- Anv an aozour pe an aozourien
- Embanner an diell
- Bloaziad pe mare an embann
- Pennad dezskrivañ doare an diell
- Un diverradenn
- Roll an danvez
- Ur skeudennig arouez deus an diell
Sell aze an titouroù a c’haller kavet war bep berrdiell.
Peseurt doare diell a c’haller gwelet ?
Disheñvel-naet e c’hall an dielloù merket [anv] bezañ. En o mesk zo, peurgetket :
- Poltriji ha kartennoù post
- Dielloù ar c’hazetennoù
- Kannadigoù ar bodadoù gouizieien
- Dalc’hadoù diwar enklaskoù ar skolveuridi
- Dielloù ar glad dre gomz
- Dielloù ar c’hleweled
- Dastumadegoù ar mirdioù
- Renabloù ar glad hag ar sevel-tier
- Dalc’hadoù skeudennoù, kartennoù, tresadoù, dornlevrioù ha levrioù ral all
An teuliadoù dre demoù
Deus peseurt temoù e vez graet anv en teuliadoù dre demoù ?
D’an istor, d’an douaroniezh, da yezhoù Breizh, d’an dudoniezh, d’al lennegezh, d’ar glad dizanvez, d’ar relijion, d’an natur… e tenn an teuliadoù dre demoù, a zo pennadoù-skrid savet gant arbennigourien hag embannet a-hed ar bloaz.
Piv eo aozourien an teuliadoù dre demoù ?
Arbennigourien (skolveuridi, perzhidi anavezet e bed sevenadurel Breizh) eo aozourien an teuliadoù dre demoù.
Tu zo da roiñ e soñj war danvez un teuliad dre dem ?
War ur furmskrid daremprediñ e c’hallit kas hoc’h evezhiadennoù pe ho koulennoù war un teuliad dre dem, en ur venegiñ titl resis ar pennad-skrid.
Kontant e vefen da gemer perzh e sevel un teuliad dre dem. Gallet a ran ober ?
Evel-just e c’hallit kinnig kemer perzh e sevel un teuliad dre dem. Deuit ha’i en darempred ganeomp, evit ma komzfemp deus ar pezh a vo tu d’ober.
Ma c’horn din
Da betra kaout « ur c’horn deoc’h » ?
Klikit war al liamm-mañ (Penaos digoriñ e gorn personel) evit lenn kement tra zo da c’hoût diwar-benn implij ho « korn deoc’h » ha da betra e talv.
Gwirioù implij hag eilañ
Peseurt redioù zo stag da implij ha da eilañ danvez al lec’hienn ?
Lennit Divizoù hollek an implij (Korvoiñ) evit goût penaos e c’hallit implij danvez Bretania.